Kentañ lec'hienn VOD e brezhoneg | BreizhVOD

Kentañ lec’hienn a lak ac’hanoc’h da zibab oberennoù e brezhonneg e stumm niverel !

Breizhvod a zo bet savet gant ar gevredigezh Dizale evit kinnig d’an holl abadennoù sevennet pe advouezhiet e brezhoneg abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 2000.

Filmoù, heuliadennoù, teuflilmoù, tresadennoù-bev e brezhoneg…Gallout a rit hiviziken sellout ouzh kantadoù a eurvezhioù abadennoù e brezhoneg ! Dibabit ho koumanant* ha profitit ! Deoc’h-c’hwi da c’houzout ez eus un nebeud titloù a zo bet embannet e stumm DVD.

Degadoù a eurvezhioù a vez produet pe advouezhiet e brezhoneg bep bloaz evit bezañ skignet gant ar chadennoù lec’hel ((TEBEO, TEBESUD, TVR, FRANCE 3 BRETAGNE & BREZHOWEB) pe er sinema. Peurvuiañ e vezont skignet ur wech nemetken. Gant Breizhvod e c’hellit sellout ouzh an holl abadennoù-mañ forzh pevare ha kement gwech diouzh ho c’hoant !

Gouzout hiroc’h

Heuliadoù

Ma loen muiañ karet (Teulfilm)

Ma loen muiañ karet (Teulfilm)

En ur dreuziñ ar bed, kit da zizoloiñ mignoned muiañ karet ar vugale : al loened. Gant Daoust pe pesar favioù, en oabl pe en dour, d’an hini diguñvezhañ eus an hini koantigañ, plijout a raint d’ar re vras ha d’ar re vunut !

ZAO! (Teulfilm)

ZAO! (Teulfilm)

Un heuliad poltridi gant Perynn Bleunven ha Mai Lincoln

Foeterien (C'hoarioù)

Foeterien (C'hoarioù)

C'hoari TV

Leurenn BZH (Fent)

Leurenn BZH (Fent)

Ken tuch' (Fent)

Ken tuch' (Fent)

Seizh studier, ur c'helenner... e-barzh kegin ur Cité U ! Deuit da gejañ gant Gwenola eus Menez-Are, Katell deus Kastell-Paol, Meriadeg an emsaver, Aleksandru eur Roumania, Bleuenn deus Pariz,... Emaint tout o studial er Skol-Veur. Ha nag a draoù o deus da gontañ pa vezont bodet e kegin ar CitéU : kentelioù, karantez, dilhad, boued, paotred, merc'hed, labour,... Ar sitcom drochañ ha farsusañ bet skrivet ha filmet en ur brezhoneg bev : hini tud yaouank ar bloavezhioù 2000, evit brasañ plijadur ar re vras hag re vihan !

Bobelan Berr-alan (Kevredigezhel)

Bobelan Berr-alan (Kevredigezhel)

Pili Pala a gont istor un diviz mezegel a dro da fall ha goude ma vefe bet kemeret gant kendruez. 'Vel gant ur reustl e tistag an diviz-se un heuliad darvoudoù o dilerc'hioù n'hall den mestrañ warno. Sara Morris (Sien Reese Davies, Craith / Hidden) zo ur guzuliadourez anavet, a labour en un unvezh mezegiezh ar grouell : war var vo lakaet he buhez koulz micherel ha personel pa asanto, en despet da ali he c'heneiled, ober war-dro he mignonez Elin (Fflur Medi Owen) zo 'tougen ur babig. Un drama a sell an holl war temoù ar familh hag ar mignoniezh, al lealded d'an dud, droug an traisañ, dic'hoanag an difrouezhusted. Ha penaos dont a-benn da vont dreist an traoù daoust da daoust-pe-zaoust ar moral hag ar santimantoù.

Bevañ er gaou (Kevredigezhel)

Bevañ er gaou (Kevredigezhel)

« Mesk ha reuz a vez e Kambr Gembre abaoe m’eo marvet ar C’hentañ Ministr a-greiz ma oa e kompagnunezh ur c’hast. Politikourien diouzh an dibab zo taolet e-kreiz ur gorventenn, hag houmañ ha treiñ-distreiñ ar gwragez a-enep o gwazed ; rak se e vez emglevioù o krouiñ etre strolladoù hag a zo kemm bras etrezo kouskoude. »

Merc'her Beure (Polis)

Merc'her Beure (Polis)

Goude e ziankadenn, e kompren Faith Howells e rene he gwaz div vuhez. Tra ma ra he seizh gwellañ evit gwareziñ he familh, hag evit chom yac’h en he spered, e krog da gas un enklask evit kaout respontoù d’he goulennoù.

Fin ar bed (Polis)

Fin ar bed (Polis)

Tri den war hentoù Breizh o kroaziañ o flanedenn hag o kamaladiñ e-kerzh ur road-trip trema an amzer dremenet hag an amzer da zont. Mari, ur vaouez a aferioù aet he c’houblad da get, zo ret dezhi ambroug ar paotr yaouank Klet en ur redadeg poursuiñ war-lerc’h e hantervreur. En em gavout a ra gant ur c’henveajour all, Fañch e anv, ur paotr kozh hag a vez atav gantañ ur c’hevrinus a voest gwispid dindan vrec’h...

Ar Prof (Polis)

Ar Prof (Polis)

Columbo (Polis)

Columbo (Polis)

Distro Perry Mason (Polis)

Distro Perry Mason (Polis)

KLEIZHENN (Polis)

KLEIZHENN (Polis)

SERR-NOZ (Polis)

SERR-NOZ (Polis)

Aifric (Soap)

Aifric (Soap)

Buhez Aifric, ur grennardez a vro-Iwerzhon en he ziegezh leun a startijenn hag o tont deus kêr Dulenn evit bevañ e kreizig-kreiz ar c'honemara. Klask a ra kousto pe gousto Aifric kaout mignonezed ha kaout ur vuhez ordin gant he endro nevez met ne vo ket aes eviti, pell ac'han...

Seizh (Soap)

Seizh (Soap)

O kontiñ buhez 7 studier akademiezh war an arzoù e Belfast emañ , o c'hejadennoù, o istorioù karantez, o zroioù-kaer... Kentañ heuliad savet e gouezelek, filmet e Belfast eo SEIZH.Tapet eo bet gantañ priz ar celtic media festival e 2009.

Heuliadennoù tresadennoù-bev

Arzhur ha bugale an Daol-Grenn (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Arzhur ha bugale an Daol-Grenn (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Gwechall gozh e oa, e marevezh ar varc’hegiezh...Troioù-kaer Arzhur yaouank hag e vignoned tra ma tiwallont Kameled hag ar c’hleze Kalet-Voulc’h diouzh enebourien niverus ar roue Uter. Ha ma c’hellfent bezañ anavezet evit ar c’hurioù-se ouzhpenn, pebezh graal e vefe evito !

Masha ha Michka (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Masha ha Michka (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

64 Straed ar zoo (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

64 Straed ar zoo (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Souezhus a-walc'h eo amezeien Lizig a dra-sur : loened ur zoo int. Bep noz e teu he mignonez ar jirafenn da gerc'hat anezhi en he gwele. Ur wezh degouezhet er zoo e klev ur c'haer a istor gant unan deus al loened...

Corto Maltese (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Corto Maltese (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Psycho-Pass (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Psycho-Pass (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

En ur bed da zont a vo anezhañ a-barzh pell ez eo posupl priziañ personelezh ha don-donañ spered pep hini. Ha rakwelet barregezhioù an danvez torfedourien 'z eus tu da ober zoken. An holl ditouroù-se a vez enrollet ha dielfennet da heul gant ar gouarnamant. E penn kontrolliñ urzh foran ar Bed Nevez emañ ensellerien PSIKO PASS. Savet eo bet an heuliad-mañ tro-dro da istor ha personelezh Shinya Kôgami, 'zo perzh eus Brigadenn an Torfedoù, ha hini Akane Tsunemori a zo bet nevez tutaet er Surentez Foran.

Loened Strik-Strak (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Loened Strik-Strak (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

En un tu bennak e-kreizig-kreiz Afrika e kaver ur «  gouezva  », unan eus ar paradozioù diwezhañ a zo war an douar, e-lec’h ma teu war-wel braventez an natur. Ur lec’h sakr m’o deus graet hor tropinellad loened neurozeg o demeurañs ennañ. « Loened strik-strak » deuet da vezañ muioc’h gouez ha neurozeg da vat.

Gant tudennoù droch...Luadennoù diroll...Traoù dister ar vuhez gouez na lakaint ket ac’hanoc’h da chom diseblant...

Nanarzh Gell (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Nanarzh Gell (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Bed burzhudus Basil, an arzh hihan. Un avañtur nevez bemdez geton!

Samba ha Leuk (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Samba ha Leuk (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

O vevañ en ur gêriadenn deus Afrika emañ Kasai, a oa bet dastumet gant leoned, pa oa ur c’hrouadur c’hoazh, ha desavet gante e kreizig-kreiz ar broust. P’en deus kejet gant an ozhac’h fur Ogotem eo bet anavezet kerkent gant hemañ : evitañ ez eo Kasai ar paotr choazet gant an doueed ha gortozet gant an holl evit dieubiñ Afrika deus drougnerzh an doue Togoum.

TAD'N (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

TAD'N (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Petra ‘ra an Tad Nedeleg a-hed ar bloaz ? Eskemm a ra e gabell evit ur gasketenn ha nijal a ra gant e skipailh betek ar vugale o deus bet goullet sikour gantañ. Bevañ a ra Tad ‘N hag e goriganned kantadoù a droioù-kaer er bed a-bezh. Siwazh dezhañ emañ…

Padern (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Padern (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

War maezioù kaer Bro-Saoz emañ Padern o chom, sioul-mat anezhañ ha pell deus trubuilhoù ar bed a-vremañ, ur bern loened en-dro dezhañ. Muioc’h evit ur gwardour eo Padern : prest ’vez-eñ da sikour e vignoned al loened dalc’hmat…

Dervig Derv (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Dervig Derv (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

O vevañ war ur wezenn-derv bras, e-kreizig-kreiz an dervenneg, emañ Dervig Dero. Leun a youl-vat hag a startijenn eo hennezh ha gouest da gavout un diskoulm da bep kudenn. Karet ha doujet eo gant holl annezidi an dervenneg. Gouzout mat a reont e c'hellont kontañ warnãn da ziluziañ o aferioù rak ne ra ket van Dervig Dero deus an trubuilhoù.

Nif ar c'honifl (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Nif ar c'honifl (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kejit gant Nif ar c’honifl hag e vignoned e-pad un nebeut tressadennoù-bev; diduamant evit ar familh a-bezh !

Kant biz kant giz (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kant biz kant giz (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ar wech kentañ eo gwelet “muppets” o komz brezhoneg, Kant biz kant giz a gont istorioù farsus ha fentus ur strollad margodennoù, stumm manegoù dezho.

Kontadennoù ar boulom-erc’h (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kontadennoù ar boulom-erc’h (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Estroc’h evit ar vugale a vez o huñvreal diouzh ar goañv. Diwan a ra buhez er boulomoù-erc’h, hag a zeu da vezañ tudennoù-pennañ ar c’hontadennoù. Ur gwir huñvre e-kreizig-kreiz sevenadur ar broioù slav…

Mojennoù bro c'hres (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Mojennoù bro c'hres (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Troioù-kaer brasañ harozed mitologizeh bro c'hres : Ulis, Teze, Kastor ha Poluks, Jason hag ar re-all...

Arzhed prim (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Arzhed prim (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Embregerezh dilojañ an arzhed eo "Arzhed Prim". Gant Pennarzh a vez o heuliañ e skipailhad blenierien o vont hag o tont ingal. Gant an ehanoù a reont en ostaleri Bina, ez eo a bep seurt troioù farsus a c'hoarvez gante holl !

Logodennig (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Logodennig (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Labourat 'ra Gwennig ha Gwion, an div logodenn, evit Rouanez Logod an dent. En eskemm gant an dent bet kollet gant ar vugale e roont profoù dezho. Met a-wechoù 'vez start o jeu dezho. Dreist-holl pa gejont gant o enebourien touet : an toud, ar c'hizhier pe ar razhed-du !

Feodor (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Feodor (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kalzig a droioù-kaer a c'hoarvez gant Feodor, al louarn debrer-linad habask, ambrouget gant e c'hoar Anna, a zo sot gant ar yer, ha gant o mignoned. Sachet e vez oc'h evezh ingal gant an atant hag ar yer zo ennañ, met dav eo dezho diwall diouzh ar "Blue Fox Brothers" hag ar chaseour.

Ar Yerigoù (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ar Yerigoù (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ur vuhez dianavezet deomp zo er porzh-yer... ur bedig klok zoken ! Gouzout a oar mat Karmen ha Karmelito, hon harozed pluek, diouzh an dra-se ! Direnket eo buhez trankil o c’henseurted gant un darvoud dic’hortoz ? Ha setu int o lammat dreist mogerig ar porzh-yer, avel en o fluñv, da glask un diskoulm d’an afer. Asambles gant o mignon Maoutig an dañvad, en em gavont gant harozed dibluñv iskis mat o anvioù : Marie-Antoinette, Shakespeare... C’hoarvezout a ra ganto koll un nebeut pluñv evel-just ! Met, a-drugarez d’an harozed dreist-ordinal en em gavont ganto, e teu a-benn ingal ar yerigoù da zegas ar peoc’h hag ar sioulder en dro d’ar porzh-yer !

Kasper an tasmant bihan (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kasper an tasmant bihan (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kasper n'eo ket un tasmant 'giz ar re all. Jentil eo ken ec'h eo h ne glask nemet bezañ mat gant ar re-all ha kaout mignoned nevez. 'Blam d'e stat, siwazh, e vez spontet an holl gantañ hag e unan e chom dalc'mat.

Tristan & Isold (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Tristan & Isold (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

E bro geltiek an dragoned hag ar sorbiennoù, ar suspens hag ar c'hevrin, e rank daou amourouz stourm a-enep an nerzhioù drouk evit terriñ ar gazel a lak o c'harantez en arvar.

Ayakashi (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ayakashi (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Un heuliad difennet dindan 14 vloaz Ur rummad 11 abadenn eo Ayakashi o kontañ tri istor disheñvel (4 abadenn dre istor) hag a zo bet awenet gant pezhioù c'hoari hengounel a vro-Japan (Kabuki kentoc'h). Ar pevar rann kentañ da skouer, zo diazezet war un istor anvet "Tokaido Yotsuya Kaidan" ha skrivet e 1825. Lazhañ a ra ur « ronin » e dad-kaezh dre ma ne felle ket dezhañ e vefe euredet e verc'h Oiwa gantañ. Dilezel a raio koulskoude ar ronin e wreg asambles gant he c'hrouadur evit mont da zimeziñ gant ur plac'h yaounkoc'h ha koantoc'h. Mac'hagnet e vo Oiwa gant pistri ha lazhet 'benn ar fin. Dont a raio tasmant Oiwa evit en em veñjiñ.

Ur manej diroll (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ur manej diroll (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Un droiad roñsed-koad, ur meudad faltazi ha setu ni kaset betek er Jardrin Dudius, ur bed burzhudus ma vez ouzh hor gortoz Polusk hag e wellañ mignoned : Fiona, Azenor, Langis, Divig, hep disoñjal Zebede, ar strobineller abil a zo ren war droioù-kaer diroll hor mignoned-holl ! Neuze ‘ta, deuit d’ho tro e-bourzh ar manej, deuit da heul Polusk ‘dreuz ur bed bamus, o tennañ splet eus ur prantad plijus, tener ha diroll !

Bugel an Heol (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Bugel an Heol (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ar c’hwezekvet kantved. Deus pevar c’horn Europa e loc’he kuit martoloded war listri-dre-lien bras-meurbet a-benn aloubiñ an Douar Nevez. C’hoant o doa da vevañ o huñvreoù en ur gavet lec’hioù nevez ha dianav d’an holl, en ur glask dizoloiñ teñzorioù. Gant piv 'n deus ket bet huñvreet gant ar bedoù dindanzouar, gant ar morioù pell, mammennoù ar mojennoù ? Piv 'n deus ket bet c’hoant da vezañ pinvidik, goude bezañ baleet war hentoù an Andoù, heñchet gant an Heol e-kreizig-kreiz bro an Inkaed, betek pinvidigezhioù hag istor ar c’hêrioù aour kevrinus… ?

Archibald (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Archibald (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

War enezenn Lokmalo emañ ar c’hoalaed hag ar broc’hed o vevañ en peoc’h… Met pa dro an torr-kraoñv-koko ramzel da sot pe pa ya ar vell rugby-basket diwar-wel e teu an holl da vezañ ankeniet ! Met bezit dinec’h, Archibald ’zo ganeoc’h ! Enklasker eo daoust dezhañ, dont ’ra a- benn da ziluziañ kement kevrin ’zo en ur chom seder ha laouen.

Ur wech e oa mab-den (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ur wech e oa mab-den (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Istor Mab den, o krogiñ gant diwan ar vuhez betek fin an XXvet kanvet, eo a vez kontet e « Ur wech e oa mab-den ». Kement pazenn istorel meur a vez lakaet war wel dre vuhez un tiegezh, oc’h ober anv deus darvoudoù bras an Istor kement ha deus ar vuhez bemdez. Ouzhpenn d’ar c’honter e vezer skoazellet d’en em lec’hiañ en amzer a-drugarez d’un horolaj, daoulagad, divrec’h, hag ur beg dezhi.

Kornil ha Bernez (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kornil ha Bernez (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ur c'hi dreist-ordinal eo Korneil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matemakek kemplezh zoken ! Met n'eo ket bet diskouezet e varregezhioù d'ar re-all, aon gantañ dont da vezañ ur gozig etre daouarn ar skiantourien. Cheñch a ra e vuhez klet ha trankil d'an deiz m'eo gopret ur c'hrennard yaouank anvet Bernie gant e vestroù da vezañ dog-sitter. Rak diguzhet eo bet e sekred gantañ!

Albator (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Albator (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

E tarzh ar 31añ kantved eo an denelezh dindan yev teknologiezh ar robotoù. Bevañ a ra an dud er binvidigezh ha ne welont ket ar Mazoned spontus o tont da aloubiñ an Douar. Ar c'habiten Albator zo e penn ur skipailh. Dianzavet eo gant an holl. Koulskoude e wel sklaer an dañjer bras o tont evit Douariz. Mont a ra war-zu an egor...

Gwilhoù-vihan (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Gwilhoù-vihan (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Pep rann a gas Gwilhoù-vihan, ambrouget gant e gaerañ mignoned, da vevañ troioù-kaer lusket mat. Kontet e vez deomp e vuhez skoliad bihan….met estreget ar skol a zo er vuhez…Bez ez eus ivez ar c’hoarioù hag ar sport, dudioù e-kerzh an dibenn-sizhun pe ar vakañsoù, ha mareoù all e vez desket ar vuhez pemdez, da skouer : bezañ gouest da virout ur sekred, kaout emfiziañs, chom feal dezhañ e-unan… Gwilhoù-vihan an hini eo a vez o kontiñ deomp an istorioù en heuliad-mañ, buhez pemdez ur paotrig 7 vloaz a-hed ar c’houlz-amzer, er gêr pe er skol, troioù-kaer bevet asambles gant ar familh pe ar vignoned. Teneridigezh, disoursiaj hag abilitaj a lusk an troioù-kaer-se. Diazezet diwar romantoù Philippe Matter.

Orson hag Olivia (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Orson hag Olivia (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Londrez, da vare ar rouanez Victoria...2 vugel dilezet a vev dindan ar pontoù, war ur vagig, asambles gant emzivaded all hag o c'hi " Falstaff".

Barv-Rouz (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Barv-Rouz (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Barv Rous, morlaer ha morbreizher, zo deuet da vezañ ul laer, soudarded ar rouantelezh kaset war e lerc'h. Reiñ mor a ra Barv Rous war vourzh e vag "Falc'hun Du", gant e advab Eric.

Garfield (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Garfield (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ur c'hazh orañjez, du e roudennoù, ront eo gorf ha na soñj nemet en ennañ. N'eo ra ken 'met debriñ, kousket, sellet ouzh an tele ha c'hoari da abusiñ e amzer. Un haroz a-vremañ, digemplezh ha komedian a-feson eo. Garfield 'zo lezirek, beg lipous, grignous, asur, chaoker, fin (betek re?) ha prest d'ober kement ha ma zo ezhomm da dizhout e bal. Dreist-holl pa vez kaoz a vont diouzh taol !

Kastell Lavand (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kastell Lavand (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Kevrinusañ lec'h an hollved eo ar c'hastell Lavand mojennel. E kreiz an hollved emañ hag e vrasañ eienenn nerzh eo ivez. Ma vefe distrujet e teufe an deñvalijenn war an hollved. Sed aze mennozh diaoulek an Doktor Agon. A-benn talañ outañ e krog ar c'habiten Thrice kalonek hag e skipailh da redek war e lerc'h.

Marzhin Mintin (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Marzhin Mintin (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Troioù-kaer ur paotrig anvet Marzhin, a vez o tihun pep mintin e stumm un den all...

Ma flanedenn gaezh (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ma flanedenn gaezh (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Pa vez kaoz deus degouezhioù oberezhioù mab-den war an natur, e teu ennomp soñjoù du : saotradur, an hin o chañch, loened en arvar, lastez a vil vern, an dour o vont da hesk, yec'hed,... N'eo ket aes ijinañ hor dazont ! Gant ar rummad tresadennoù-bev anvet "Ma flanedenn muiañ-karet", e vez kaoz deus an endro en un doare all. Kontañ a ra Jacques-Rémy Girerd istorioù berr met leun a fent hag a varzhoniezh

Ripley : Istorioù digredus (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ripley : Istorioù digredus (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Staliet ma'z int war enezenn Bion emañ an tri mignon : Rip, Samantha ha Siril o tastum titouroù a-benn mont da zielfennañ kement darvoud kevrinus a c'hoarvezfe. Gant ar skipailh leun a startijenn-mañ e vez klasket diskoulmañ ar c'hevrinioù liammet ouzh mojennoù kozh, mitologiezh pe sorbiennoù.

Boulig ha Billig (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Boulig ha Billig (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Pablo al louarnig ruz (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Pablo al louarnig ruz (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Petra c’hoarvez ‘ta pa ya kuit ul louarnig fripon, kalonek ha fri-furch deus e doull klet, war ar maez, a-benn dizoleiñ ur gêriadenn dianvez ha dañjerus ? Fentus ha souezhus-kenañ eo troioù-kaer Pablo hag e vignoned. Kontet e vo deoc’h o buhez entanus e bed an dud, ur bed iskis, burzhudus ha spontus ivez a-wechoù.

Ur wech e oa (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Ur wech e oa (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

An istorioù berr-mañ a blijo d'ar vugale 2-8 vloaz. Treserien liesseurt ha konterien disheñvel o deus kemeret perzh er raktres, evit brasañ plijadur an holl. Savet eo bet ar sonerezh gant Henri Dès.

YAKARI (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

YAKARI (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Deuit gant Yakari d'ober anaoudegezh gant plaenennoù bras kôrnog Amerika, asambles gant Kurunig e bone feal ha gant Kanevedennig hag Had Ejen Moueek, e vignoned. Ur paotr tomm ouzh e frankiz ha digor-spered eo. Yakari a ray deoc'h ober anaoudegezh gant buhez al loened hag an natur c'hlan a zo ken a-bouez evit an Indianed.

Valerian & Laureline (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Valerian & Laureline (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Goude e veaj spas-amzerel gentañ, e tistro Valerian asambles gant Laureline da adkavout ar 25ved kantved. Met, ur wech distro, spontusat keloù : n’eus ket eus an Douar ken ! Setu Valerian ha Laureline an daou zen nemeto chomet war-lerc’h ur blanedenn n’eus ket diouti er galaksi : start eo an dra-se da gompren evit daouad brudetañ ar skiant-faltazi.

Blake & Mortimer (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Blake & Mortimer (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

E kreiz ar bloavezhioù 1950 emañ ar c'hapiten Blake hag ar c'helenner Mortimer o vont a-enep d'ar c'horonal Olrik, o enebour touet.

Familh Morlaeron (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Familh Morlaeron (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Labour ur c'habiten morlaer zo yac'h ha nerzhus : drastañ listri-mor, klask war-lerc'h teñzorioù... met diaesoc'h e jeu gant ar c'habiten Mac Brennig dre m'amañ tad ivez. Ouzhpenn d'e labour e ranko neuze ober gant e vugale, e wreg, e maezeien, ar gourmarc'had, e vamm-gaer, e grokodil,... Ur rummad tresadennoù-bev farsus eo avit ar familh a-bezh !

Samsam (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Samsam (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Un dreist-harozig zo eus SamSam, dezhañ pouvoarioù dreistordinal ha kalz a ijin. War ar Samplanedenn emañ o chom gant e dud, dreist-harozed anezhe ivez.

Trotig (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Trotig (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Piltrotat a ra mennozhioù an azen Trotig, ha buan, dreist-holl pa vez kaoz deus ar pezh a blij hag a zisplij dezhañ. Troioù-kaer ar vuhez bemdeziek zo re an azen Trotro a-benn aesaat o c'homprenidigezh gant ar re vihanañ hag evit frealziñ anezho. Istorioù Trotig, dre o mousfent, a ra goap un tammig ivez deus emzalc'hioù penneg ar vugale ha o deus c'hoant da vezañ emren.

Troioù-kaer nevez Lucky Luke (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

Troioù-kaer nevez Lucky Luke (Heuliadennoù tresadennoù-bev)

E troioù-kaer nevez Lucky Luke, troioù ur c'howboy digenvez a gonter. E anv Lucky Luke, tennañ 'ra buanoc'h eget e skeud a lavarer. Dalc'hmat o stourm 'enep torfedourien ar Far West gant e varc'h Jolly Jumper.

Lizher-kelaouiñ

M’ho peus c’hoant kaout keleir (nevezenti, dibab ha distaolioù).