Armorica Breizh
Armorica Breizh Filmoù, Arvest
Oad : +10
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Istor Breizh ‘zo pinvidik-mor. N’eo ket gwall anavezet gant an dud avat Ne vez ket desket kalz er skolioù. Ar pep brasañ eus ar Vretoned, hag eus an dud diavaez-bro, ne ouzontket he deus bet Breizh un istor disherivel diouzh hini Bro-C’hall. Evit kompren petra Breizh en dervezh a hirio eo ret anaout istor bras ar vro. Gant Armorica Breizh e klaskomp degas ur banne sklêrijenn war an istor-se, etre mare ar Gelted, ar Romaned, ar Franked hag Erispoe, mab Nominoe, roue kentan rouantelezh Breizh, e 851.

Penaos e voe savet Breizh, setu pezh-c’hoari Tan ha Kurun nevez Ar Vro Bagan. 3 lodenn az aio d’ober an abadenn-se :
1/ Arvorig ar Gelted o tont da vezañ Arvorig ar Romaned
2/ Arvorig ar Romaned o tont da vezañ Breizh, da heul ar Vretoned divroet eus o enez betek Bro Arvorig
3/ Breizh dindan beli ar Franked o tont da vezañ Rouantelez Breizh dieub, da heul emgannoù Nominoe hag e vab Erispoe.

Filmet eo bet an abadenn d’ an 31/07/2013 e Kerlouan (Meneham).

Strollad Ar Vro Bagan zo ur strollad c’hoariva e brezhoneg, gant pezhioù-c’hoari divyezhek (galleg-brezhoneg). Ur gevredigezh (lezenn 1901) eo, gant tud a vicher o labourat eno. Alies e labouront ivez gant labourerien kog-diskrog evit pezhioù-c’hoari. Daou c’hant ezel a gemer perzh er gevredigezh, tud a vicher kerkoulz a tud a youl vat tro-dro d’ar c’hoariva ha sevenadur Breizh.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Youenn Chapalain
Ren arzel : Goulc'han Kervella
Enrollañ : Jean Mari Ollivier
Kemmeskañ : Jean Mari Ollivier