Sevenadurezh ar Faraoned a vez bamet an dud a-vremañ ganti. Koulskoude, ur bern sevenadurioù all (en o zouez hini Bizañs, hini ar Romaned, hini an Islam ha hini ar Gopted) o deus graet berzh a-hed ar ster Nil, ha tennet o deus da forjiñ unvanelezh an Ejipt.
Na piv eo an Ejipsianed a-vremañ, resis ? Hag-eñ e c’haller lavaret war o fenn ez int diskennidi ar Faraoned, hep mar ? Ha pa vefe deus ur gwir gendalc’h, an traoù zo luzhiet c’hoazh pa vez sachet-disachet ar vro-mañ he sevenadurioù lies, etre hengounioù he zud-kozh hag ar vodernelezh o vont gant he hent ha ne ouife ket dont war giz.