Kastell Lavand

Kevrinusañ lec’h an hollved eo ar c’hastell Lavand mojennel. E kreiz an hollved emañ hag e vrasañ eienenn nerzh eo ivez. Ma vefe distrujet e teufe an deñvalijenn war an hollved. Sed aze mennozh diaoulek an Doktor Agon. A-benn talañ outañ e krog ar c’habiten Thrice kalonek hag e skipailh da redek war e lerc’h.