Logodennig

Labourat ‘ra Gwennig ha Gwion, an div logodenn, evit Rouanez Logod an dent. En eskemm gant an dent bet kollet gant ar vugale e roont profoù dezho. Met a-wechoù ‘vez start o jeu dezho. Dreist-holl pa gejont gant o enebourien touet : an toud, ar c’hizhier pe ar razhed-du !