Tra m’emañ o kelaouiñ anezhi eo marvet he zad, Geraint Ellis, he deus ar bennensellerez John ar santimant e tav merc’h ar reuziad war traoù zo. Ar vrud a red diwar-benn ar reuziad – an abegoù o doa kaset anezhañ da vont war e leve trumm ha dic’hortoz – a zeu prestik war-wel.
En ur vont gant an enklask e tizolo an ofiser Vaughan e oa tud yaouank ar gêriadenn en em gemeret ouzh Ellis. Hag un den en e-unan taget evit pec’hedoù kent zo anezhañ, pe un den didamall kemeret da breizh, e gaou, gant krennarded zidouellet ?
E-touez re-all er gêriadenn en em gavomp gant Mia, ur plac’h yaouank a c’hwezek vloaz, krennardez o vont da blac’h deuet, diemglev etrezi hag he mamm kement hag ar bed tro dro dezhi. Rannet eo buhez Mia etre ar skol hag abuziñ he amzer gant Lee, ur c’henderv koshoc’h, ha Connor, ur mignon nevez. Tri den yaouank dezho ur sekred du da guzhat.
Pa serr an noz, o c’houzout en deus un den yaouank dizanv kelaouet ar polis diwar-gont ar paotr kozh, e krog da vezañ tennoc’h-tennañ etre Mia ha Connor. Talañ a ra Mia ouzh Connor, o c’houlenn digantañ hag eo eñ zo kaoz eo deuet ar polis er gêriadenn ha war-ho-lerc’h.