KLEIZHENN K02R03
KLEIZHENN K02R03 Koulzad 2, Heuliadoù, Polis, KLEIZHENN
Oad : +16
Istitloù : galleg
brezhoneg : Barrek

Sinopsiz

En em vodañ a ra an dud en un iliz tost evit lidañ obidoù Geraint Ellis. Deuet eo ar bennensellerez John hag an ofiser Vaughan d’ar servij, kement ha Connor hag e vamm. E-touez an holl dud en em gav Mia ivez, he-unan-penn.

P’he deus Catrin santet strafuilh he mab e-kerzh ar servij, e tiviz komz fraezh outañ ur wech distroet er gêr : hag e oar un dra bennak diwar-gont muntr Ellis ? Hag en deus ul liamm bennak gant an afer ? Immor a sav e Connor. En em gemer a ra ouzh e vamm araok kuitaat an ti e fulor.

Nec’het eo Connor. Gouzout a oar ne vo ket pell ar polis araok dont d’o welet. Mia a lavar dezhañ derc’hel war e from. Gant ar plañ he deus e vo tu dezho en em dennañ.

Diwezhatoc’h eo kelaouet ar bennensellerez John en deus un test liammet Karl Lewis da lec’h an torfed. Harz zo lakaet warnañ.

Da serr-noz e vlen Mia, Lee ha Connor war-zu ur c’hozh ti en e voull, ul lec’h du e istor. Un ti a hirisadennoù. E-keit-se eo harzet Karl Lewis ha kaset d’an ti-polis.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Ed Talfan, Mark Andrew ClarkGant Azilis Bourges, Maxime L’Hostis, Enora De Parscau, Bleuenn Ar Borgn, Erell Beloni, Florian Ebel, Goulwena An Henaff, Jean-Mari Ollivier, Justine Morvan, Klet Beyer, Kristof Ar Menn, Laors Skavenneg, Loeiza Beauvir, Lors Jouin, Mai Lincoln, Manu Mehu, Marion Gwenn, Nolwenn Korbell, Quentin Morvan, Riwal Kermarreg, Sarah Floc’h, Soig Le Hen, Tangi Daniel, Tangi Merien, Tangi Simon, Tifenn Korr, Tifenn Lineatte, Tony Foricheur, Yann-Edern Jourdan, Yann-Herle Gourves, Ylva Fowler
Detektiñ : Arno Vannier
Ren arzel : Laors Skavenneg