Mont en-dro ?
Ul lec’hienn Video diouzh ar goulenn reizh da-geñver ar gwir eo
Ezhomm ‘po deus un urzhiataer ha deus ar rouedad a-benn sellet ouzh ur video.
Dibabit un doare da brenañ :
– Ar feurm doare “streaming” a-benn sellet ouzh ur video nouspet gwech e-pad 48 eurvezh
– Ar gourc’hemenn DVD, hag a vez kaset dre an ti-post.
– Koumanantiñ d’ar sistem BreizhVOD+ a ro ar gwir d’an implijer da lenn un oberenn e memes doare hag ar feurm hag a dalvez keit ha ma pado ar goumanant.
PENAOS DIBAB UR VIDEO ?
Meur a zoare a zo evit kavout ur video : furchit war al lec’hienn (meur a ivinenn a zo evel : tresadennoù-bev, teulfilmoù,…) pe skrivit anv un oberenn war an enklasker kinniget war al lec’hienn pe c’hoazh tremenit dre rakdibaboù BreizhVOD (oberezhioù muiañ gwerzhet, …).
Sellit ivez ouzh fichenn ur video ha mard oc’h plijet ganti, dibabit anezhi, ha da c’houde dibabit an doare da sellet (feurm pe DVD) ha kit da welet en ho panerad prenadennoù ar pezh a vo tu deoc’h sellet.