Ayakashi

Un heuliad difennet dindan 14 vloaz
Ur rummad 11 abadenn eo Ayakashi o kontañ tri istor disheñvel (4 abadenn dre istor) hag a zo bet awenet gant pezhioù c’hoari hengounel a vro-Japan (Kabuki kentoc’h).
Ar pevar rann kentañ da skouer, zo diazezet war un istor anvet “Tokaido Yotsuya Kaidan” ha skrivet e 1825. Lazhañ a ra ur « ronin » e dad-kaezh dre ma ne felle ket dezhañ e vefe euredet e verc’h Oiwa gantañ. Dilezel a raio koulskoude ar ronin e wreg asambles gant he c’hrouadur evit mont da zimeziñ gant ur plac’h yaounkoc’h ha koantoc’h. Mac’hagnet e vo Oiwa gant pistri ha lazhet ‘benn ar fin. Dont a raio tasmant Oiwa evit en em veñjiñ.