Heuliadennoù tresadennoù-bev

Pablo al louarnig ruz

Petra c’hoarvez ‘ta pa ya kuit ul louarnig fripon, kalonek ha fri-furch deus e doull klet, war ar maez, a-benn dizoleiñ ur gêriadenn dianvez ha dañjerus ?
Fentus ha souezhus-kenañ eo troioù-kaer Pablo hag e vignoned. Kontet e vo deoc’h o buhez entanus e bed an dud, ur bed iskis, burzhudus ha spontus ivez a-wechoù.