Mont a ra ur strollad etnologourien war ziarbenn ar Vokened, kantreidi mor an inizi birmaniat. O fal dezho a zo kompren perak, war-lerc’h un torr a zek vloaz, emañ al lidoù chamanek war-nes dont war o c’hiz. E gwirionez, goude ma krede deomp e oa bet steuziet ar gizioù kozh-se da heul luskad bras ar bedelaat, e wel ar skiantourien, sabatuet, ar re-se dres oc’h adc’henel dirazo. Ha setu lakaet ganto en o fenn mont war glask ur chaman meur aet da besketa tu bennak e-kreiz an eizh kant enezenn az a d’ober enezeg Mergui.
Da heul o imram e c’hellomp ober anaoudegezh gant ar Vokened hag o zalvoudegezhioù dibar. Un teñzor evit an denelezh…