Irak
Irak Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
brezhoneg : Deskard

Sinopsiz

Merket eo bet an Istor gant kêrioù santel an Irak. Er c’hêrioù-mañ e oa bet savet an islam chiit gant poan : ur c’halvar trizek kantved-pad ha n’eo ket echu hiziv c’hoazh. Azeuliñ o merzherien e talc’h ar chiited d’ober. Da vare renad Saddam Hussein eo bet heskinet ar chiited. Pa’z eo bet diskaret ar renad-se eo bet dieubet ar gredourien, ha adkavet o c’halloud gant ar c’hloer. Ur veaj e-kreizig-kreiz ar c’hêrioù santel eo ar film-mañ : Karbala, arouez flastridigezh 1991 ; Najaf, an ’ni santelañ, Mekka ar chiited, gant he skol-veur hag he c’huzul relijiel ; Bagdad, Samarra… E-barzh ar moskeennoù eo e vez skoulmet hiziv dazont an Irak.

Muioc'h a ditouroù
Gant Klet Beyer