Evit abegoù gwirioù skignañ n’eus ket tu ken feurmiñ ar film. Kavout a reoc’h an DVD e werzh war hor stal : https://www.breizhvod.com/br/product-category/dvd-br/
En ur bed da zont a vo anezhañ a-barzh pell ez eo posupl priziañ personelezh ha don-donañ spered pep hini. Ha rakwelet barregezhioù an danvez torfedourien 'z eus tu da ober zoken. An holl ditouroù-se a vez enrollet ha dielfennet da heul gant ar gouarnamant. E penn kontrolliñ urzh foran ar Bed Nevez emañ ensellerien PSIKO PASS. Savet eo bet an heuliad-mañ tro-dro da istor ha personelezh Shinya Kôgami, 'zo perzh eus Brigadenn an Torfedoù, ha hini Akane Tsunemori a zo bet nevez tutaet er Surentez Foran.
En un tu bennak e-kreizig-kreiz Afrika e kaver ur « gouezva », unan eus ar paradozioù diwezhañ a zo war an douar, e-lec’h ma teu war-wel braventez an natur. Ur lec’h sakr m’o deus graet hor tropinellad loened neurozeg o demeurañs ennañ. « Loened strik-strak » deuet da vezañ muioc’h gouez ha neurozeg da vat.
Gant tudennoù droch...Luadennoù diroll...Traoù dister ar vuhez gouez na lakaint ket ac’hanoc’h da chom diseblant...
Bed burzhudus Basil, an arzh hihan. Un avañtur nevez bemdez geton!
O vevañ en ur gêriadenn deus Afrika emañ Kasai, a oa bet dastumet gant leoned, pa oa ur c’hrouadur c’hoazh, ha desavet gante e kreizig-kreiz ar broust. P’en deus kejet gant an ozhac’h fur Ogotem eo bet anavezet kerkent gant hemañ : evitañ ez eo Kasai ar paotr choazet gant an doueed ha gortozet gant an holl evit dieubiñ Afrika deus drougnerzh an doue Togoum.
Petra ‘ra an Tad Nedeleg a-hed ar bloaz ? Eskemm a ra e gabell evit ur gasketenn ha nijal a ra gant e skipailh betek ar vugale o deus bet goullet sikour gantañ. Bevañ a ra Tad ‘N hag e goriganned kantadoù a droioù-kaer er bed a-bezh. Siwazh dezhañ emañ…
War maezioù kaer Bro-Saoz emañ Padern o chom, sioul-mat anezhañ ha pell deus trubuilhoù ar bed a-vremañ, ur bern loened en-dro dezhañ. Muioc’h evit ur gwardour eo Padern : prest ’vez-eñ da sikour e vignoned al loened dalc’hmat…
O vevañ war ur wezenn-derv bras, e-kreizig-kreiz an dervenneg, emañ Dervig Dero. Leun a youl-vat hag a startijenn eo hennezh ha gouest da gavout un diskoulm da bep kudenn. Karet ha doujet eo gant holl annezidi an dervenneg. Gouzout mat a reont e c'hellont kontañ warnãn da ziluziañ o aferioù rak ne ra ket van Dervig Dero deus an trubuilhoù.
Kejit gant Nif ar c’honifl hag e vignoned e-pad un nebeut tressadennoù-bev; diduamant evit ar familh a-bezh !
Ar wech kentañ eo gwelet “muppets” o komz brezhoneg, Kant biz kant giz a gont istorioù farsus ha fentus ur strollad margodennoù, stumm manegoù dezho.
Estroc’h evit ar vugale a vez o huñvreal diouzh ar goañv. Diwan a ra buhez er boulomoù-erc’h, hag a zeu da vezañ tudennoù-pennañ ar c’hontadennoù. Ur gwir huñvre e-kreizig-kreiz sevenadur ar broioù slav…
Troioù-kaer brasañ harozed mitologizeh bro c'hres : Ulis, Teze, Kastor ha Poluks, Jason hag ar re-all...
Embregerezh dilojañ an arzhed eo "Arzhed Prim". Gant Pennarzh a vez o heuliañ e skipailhad blenierien o vont hag o tont ingal. Gant an ehanoù a reont en ostaleri Bina, ez eo a bep seurt troioù farsus a c'hoarvez gante holl !
Labourat 'ra Gwennig ha Gwion, an div logodenn, evit Rouanez Logod an dent. En eskemm gant an dent bet kollet gant ar vugale e roont profoù dezho. Met a-wechoù 'vez start o jeu dezho. Dreist-holl pa gejont gant o enebourien touet : an toud, ar c'hizhier pe ar razhed-du !
Kalzig a droioù-kaer a c'hoarvez gant Feodor, al louarn debrer-linad habask, ambrouget gant e c'hoar Anna, a zo sot gant ar yer, ha gant o mignoned. Sachet e vez oc'h evezh ingal gant an atant hag ar yer zo ennañ, met dav eo dezho diwall diouzh ar "Blue Fox Brothers" hag ar chaseour.
Ur vuhez dianavezet deomp zo er porzh-yer... ur bedig klok zoken ! Gouzout a oar mat Karmen ha Karmelito, hon harozed pluek, diouzh an dra-se ! Direnket eo buhez trankil o c’henseurted gant un darvoud dic’hortoz ? Ha setu int o lammat dreist mogerig ar porzh-yer, avel en o fluñv, da glask un diskoulm d’an afer. Asambles gant o mignon Maoutig an dañvad, en em gavont gant harozed dibluñv iskis mat o anvioù : Marie-Antoinette, Shakespeare... C’hoarvezout a ra ganto koll un nebeut pluñv evel-just ! Met, a-drugarez d’an harozed dreist-ordinal en em gavont ganto, e teu a-benn ingal ar yerigoù da zegas ar peoc’h hag ar sioulder en dro d’ar porzh-yer !
Kasper n'eo ket un tasmant 'giz ar re all. Jentil eo ken ec'h eo h ne glask nemet bezañ mat gant ar re-all ha kaout mignoned nevez. 'Blam d'e stat, siwazh, e vez spontet an holl gantañ hag e unan e chom dalc'mat.
E bro geltiek an dragoned hag ar sorbiennoù, ar suspens hag ar c'hevrin, e rank daou amourouz stourm a-enep an nerzhioù drouk evit terriñ ar gazel a lak o c'harantez en arvar.
Un heuliad difennet dindan 14 vloaz Ur rummad 11 abadenn eo Ayakashi o kontañ tri istor disheñvel (4 abadenn dre istor) hag a zo bet awenet gant pezhioù c'hoari hengounel a vro-Japan (Kabuki kentoc'h). Ar pevar rann kentañ da skouer, zo diazezet war un istor anvet "Tokaido Yotsuya Kaidan" ha skrivet e 1825. Lazhañ a ra ur « ronin » e dad-kaezh dre ma ne felle ket dezhañ e vefe euredet e verc'h Oiwa gantañ. Dilezel a raio koulskoude ar ronin e wreg asambles gant he c'hrouadur evit mont da zimeziñ gant ur plac'h yaounkoc'h ha koantoc'h. Mac'hagnet e vo Oiwa gant pistri ha lazhet 'benn ar fin. Dont a raio tasmant Oiwa evit en em veñjiñ.
Un droiad roñsed-koad, ur meudad faltazi ha setu ni kaset betek er Jardrin Dudius, ur bed burzhudus ma vez ouzh hor gortoz Polusk hag e wellañ mignoned : Fiona, Azenor, Langis, Divig, hep disoñjal Zebede, ar strobineller abil a zo ren war droioù-kaer diroll hor mignoned-holl ! Neuze ‘ta, deuit d’ho tro e-bourzh ar manej, deuit da heul Polusk ‘dreuz ur bed bamus, o tennañ splet eus ur prantad plijus, tener ha diroll !
Ar c’hwezekvet kantved. Deus pevar c’horn Europa e loc’he kuit martoloded war listri-dre-lien bras-meurbet a-benn aloubiñ an Douar Nevez. C’hoant o doa da vevañ o huñvreoù en ur gavet lec’hioù nevez ha dianav d’an holl, en ur glask dizoloiñ teñzorioù. Gant piv 'n deus ket bet huñvreet gant ar bedoù dindanzouar, gant ar morioù pell, mammennoù ar mojennoù ? Piv 'n deus ket bet c’hoant da vezañ pinvidik, goude bezañ baleet war hentoù an Andoù, heñchet gant an Heol e-kreizig-kreiz bro an Inkaed, betek pinvidigezhioù hag istor ar c’hêrioù aour kevrinus… ?
War enezenn Lokmalo emañ ar c’hoalaed hag ar broc’hed o vevañ en peoc’h… Met pa dro an torr-kraoñv-koko ramzel da sot pe pa ya ar vell rugby-basket diwar-wel e teu an holl da vezañ ankeniet ! Met bezit dinec’h, Archibald ’zo ganeoc’h ! Enklasker eo daoust dezhañ, dont ’ra a- benn da ziluziañ kement kevrin ’zo en ur chom seder ha laouen.
Istor Mab den, o krogiñ gant diwan ar vuhez betek fin an XXvet kanvet, eo a vez kontet e « Ur wech e oa mab-den ». Kement pazenn istorel meur a vez lakaet war wel dre vuhez un tiegezh, oc’h ober anv deus darvoudoù bras an Istor kement ha deus ar vuhez bemdez. Ouzhpenn d’ar c’honter e vezer skoazellet d’en em lec’hiañ en amzer a-drugarez d’un horolaj, daoulagad, divrec’h, hag ur beg dezhi.
Ur c'hi dreist-ordinal eo Korneil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matemakek kemplezh zoken ! Met n'eo ket bet diskouezet e varregezhioù d'ar re-all, aon gantañ dont da vezañ ur gozig etre daouarn ar skiantourien. Cheñch a ra e vuhez klet ha trankil d'an deiz m'eo gopret ur c'hrennard yaouank anvet Bernie gant e vestroù da vezañ dog-sitter. Rak diguzhet eo bet e sekred gantañ!
E tarzh ar 31añ kantved eo an denelezh dindan yev teknologiezh ar robotoù. Bevañ a ra an dud er binvidigezh ha ne welont ket ar Mazoned spontus o tont da aloubiñ an Douar. Ar c'habiten Albator zo e penn ur skipailh. Dianzavet eo gant an holl. Koulskoude e wel sklaer an dañjer bras o tont evit Douariz. Mont a ra war-zu an egor...
Pep rann a gas Gwilhoù-vihan, ambrouget gant e gaerañ mignoned, da vevañ troioù-kaer lusket mat. Kontet e vez deomp e vuhez skoliad bihan….met estreget ar skol a zo er vuhez…Bez ez eus ivez ar c’hoarioù hag ar sport, dudioù e-kerzh an dibenn-sizhun pe ar vakañsoù, ha mareoù all e vez desket ar vuhez pemdez, da skouer : bezañ gouest da virout ur sekred, kaout emfiziañs, chom feal dezhañ e-unan… Gwilhoù-vihan an hini eo a vez o kontiñ deomp an istorioù en heuliad-mañ, buhez pemdez ur paotrig 7 vloaz a-hed ar c’houlz-amzer, er gêr pe er skol, troioù-kaer bevet asambles gant ar familh pe ar vignoned. Teneridigezh, disoursiaj hag abilitaj a lusk an troioù-kaer-se. Diazezet diwar romantoù Philippe Matter.
Londrez, da vare ar rouanez Victoria...2 vugel dilezet a vev dindan ar pontoù, war ur vagig, asambles gant emzivaded all hag o c'hi " Falstaff".
Barv Rous, morlaer ha morbreizher, zo deuet da vezañ ul laer, soudarded ar rouantelezh kaset war e lerc'h. Reiñ mor a ra Barv Rous war vourzh e vag "Falc'hun Du", gant e advab Eric.
Ur c'hazh orañjez, du e roudennoù, ront eo gorf ha na soñj nemet en ennañ. N'eo ra ken 'met debriñ, kousket, sellet ouzh an tele ha c'hoari da abusiñ e amzer. Un haroz a-vremañ, digemplezh ha komedian a-feson eo. Garfield 'zo lezirek, beg lipous, grignous, asur, chaoker, fin (betek re?) ha prest d'ober kement ha ma zo ezhomm da dizhout e bal. Dreist-holl pa vez kaoz a vont diouzh taol !
Kevrinusañ lec'h an hollved eo ar c'hastell Lavand mojennel. E kreiz an hollved emañ hag e vrasañ eienenn nerzh eo ivez. Ma vefe distrujet e teufe an deñvalijenn war an hollved. Sed aze mennozh diaoulek an Doktor Agon. A-benn talañ outañ e krog ar c'habiten Thrice kalonek hag e skipailh da redek war e lerc'h.
Troioù-kaer ur paotrig anvet Marzhin, a vez o tihun pep mintin e stumm un den all...
Pa vez kaoz deus degouezhioù oberezhioù mab-den war an natur, e teu ennomp soñjoù du : saotradur, an hin o chañch, loened en arvar, lastez a vil vern, an dour o vont da hesk, yec'hed,... N'eo ket aes ijinañ hor dazont ! Gant ar rummad tresadennoù-bev anvet "Ma flanedenn muiañ-karet", e vez kaoz deus an endro en un doare all. Kontañ a ra Jacques-Rémy Girerd istorioù berr met leun a fent hag a varzhoniezh
Staliet ma'z int war enezenn Bion emañ an tri mignon : Rip, Samantha ha Siril o tastum titouroù a-benn mont da zielfennañ kement darvoud kevrinus a c'hoarvezfe. Gant ar skipailh leun a startijenn-mañ e vez klasket diskoulmañ ar c'hevrinioù liammet ouzh mojennoù kozh, mitologiezh pe sorbiennoù.
Petra c’hoarvez ‘ta pa ya kuit ul louarnig fripon, kalonek ha fri-furch deus e doull klet, war ar maez, a-benn dizoleiñ ur gêriadenn dianvez ha dañjerus ? Fentus ha souezhus-kenañ eo troioù-kaer Pablo hag e vignoned. Kontet e vo deoc’h o buhez entanus e bed an dud, ur bed iskis, burzhudus ha spontus ivez a-wechoù.
An istorioù berr-mañ a blijo d'ar vugale 2-8 vloaz. Treserien liesseurt ha konterien disheñvel o deus kemeret perzh er raktres, evit brasañ plijadur an holl. Savet eo bet ar sonerezh gant Henri Dès.
Deuit gant Yakari d'ober anaoudegezh gant plaenennoù bras kôrnog Amerika, asambles gant Kurunig e bone feal ha gant Kanevedennig hag Had Ejen Moueek, e vignoned. Ur paotr tomm ouzh e frankiz ha digor-spered eo. Yakari a ray deoc'h ober anaoudegezh gant buhez al loened hag an natur c'hlan a zo ken a-bouez evit an Indianed.
Goude e veaj spas-amzerel gentañ, e tistro Valerian asambles gant Laureline da adkavout ar 25ved kantved. Met, ur wech distro, spontusat keloù : n’eus ket eus an Douar ken ! Setu Valerian ha Laureline an daou zen nemeto chomet war-lerc’h ur blanedenn n’eus ket diouti er galaksi : start eo an dra-se da gompren evit daouad brudetañ ar skiant-faltazi.
Didostait ta ! Arzhig du o tont ! Troioù-kaer bevet gant Arzhig du, en un endro tener ha livet kaer. Bevañ a ra an holl vareoù pouezus a vez e buhez ar vugale : mignoniezh, levenez bihan pe vras, ar mareoù kentañ hag an eürusted er familh. Istor ur bugel etre 2 ha 5 bloaz er vuhez pemdez evel m'eo bet biskoazh, o tegas barzhoniezh ha mareoù brav da rannañ gant ar sellerien.
E kreiz ar bloavezhioù 1950 emañ ar c'hapiten Blake hag ar c'helenner Mortimer o vont a-enep d'ar c'horonal Olrik, o enebour touet.
Labour ur c'habiten morlaer zo yac'h ha nerzhus : drastañ listri-mor, klask war-lerc'h teñzorioù... met diaesoc'h e jeu gant ar c'habiten Mac Brennig dre m'amañ tad ivez. Ouzhpenn d'e labour e ranko neuze ober gant e vugale, e wreg, e maezeien, ar gourmarc'had, e vamm-gaer, e grokodil,... Ur rummad tresadennoù-bev farsus eo avit ar familh a-bezh !
Un dreist-harozig zo eus SamSam, dezhañ pouvoarioù dreistordinal ha kalz a ijin. War ar Samplanedenn emañ o chom gant e dud, dreist-harozed anezhe ivez.
Piltrotat a ra mennozhioù an azen Trotig, ha buan, dreist-holl pa vez kaoz deus ar pezh a blij hag a zisplij dezhañ. Troioù-kaer ar vuhez bemdeziek zo re an azen Trotro a-benn aesaat o c'homprenidigezh gant ar re vihanañ hag evit frealziñ anezho. Istorioù Trotig, dre o mousfent, a ra goap un tammig ivez deus emzalc'hioù penneg ar vugale ha o deus c'hoant da vezañ emren.
E troioù-kaer nevez Lucky Luke, troioù ur c'howboy digenvez a gonter. E anv Lucky Luke, tennañ 'ra buanoc'h eget e skeud a lavarer. Dalc'hmat o stourm 'enep torfedourien ar Far West gant e varc'h Jolly Jumper.