Koulzad 2

Nav miz goude darvoudoù ar c’houlzad kentañ e tistroomp da Norzh Kembre evit un enklask, kaset gant ar bennensellerez Cadi John hag an ofiser Owen Vaughan, da heul ur muntr feuls ha diboell. Evel er c’houlzad kentañ int kaset, gant un enklask meur a du dezhañ, da emellout e buhez ur bodad tudennoù hag en ur bed e-lec’h ma ren ar gaou, ar veñjañs, krizder ha dilez. Tra ma heuliomp an enklask polis, ez eomp donoc’h e buhezioù Cadi ha Vaughan, pa vevont darvoudoù meur en o buhez prevez – marv he zad, evit Cadi, ha ganedigezh e verc’h, evit Vaughan. Buhezioù distrujet. Buhezioù war an adsav. Kenderc’hel a ra an istor.