Sell aze troioù-kaer re zrol daoù nanarzh, ar memes anv dezho o-daoù, Aotrou had aotrou. Heñvel-mat eo o stumm ha padal ez int disheñvel-kaer ivez ? Brasoc’h ha koshoc’h eo Aotrou, gant un A bras, evit aotrou, gant un a bihan. Gant ur stammenn roudennet glas ha gwenn e vez gwisket Aotrou, un tog liesliv gantañ war benn. N’eus tog ebet gans aotrou, a vez gwisket gant ur stammenn roudennet ruz ha gwenn. Ijin o deus an daoù-se da vat, ha troioù-kamm a bep seurt int kap d’ober an eil d’egile.