Graet e vez “ar gwim” eus ar geot a gresk en dro war lerc’h an eost, p’eo bet troc’het an ed. Evel-se ivez e oa bet lesanvet bugale an nebeut koubladoù emsaverien o doa dibabet ober gant ar brezhoneg en o buhez familh er bloavezhioù 1950, d’ar mare dres ma oa an darn vrasañ eus ar Vretoned o tilezel anezhañ evit ar galleg. Ar film a gont istor souezhus ar vugale-se.