Pep rann a gas Gwilhoù-vihan, ambrouget gant e gaerañ mignoned, da vevañ troioù-kaer lusket mat.
Kontet e vez deomp e vuhez skoliad bihan….met estreget ar skol a zo er vuhez…Bez ez eus ivez ar c’hoarioù hag ar sport, dudioù e-kerzh an dibenn-sizhun pe ar vakañsoù, ha mareoù all e vez desket ar vuhez pemdez, da skouer : bezañ gouest da virout ur sekred, kaout emfiziañs, chom feal dezhañ e-unan…
Gwilhoù-vihan an hini eo a vez o kontiñ deomp an istorioù en heuliad-mañ, buhez pemdez ur paotrig 7 vloaz a-hed ar c’houlz-amzer, er gêr pe er skol, troioù-kaer bevet asambles gant ar familh pe ar vignoned. Teneridigezh, disoursiaj hag abilitaj a lusk an troioù-kaer-se.
Diazezet diwar romantoù Philippe Matter.