Bugel an Heol

Ar c’hwezekvet kantved. Deus pevar c’horn Europa e loc’he kuit martoloded war listri-dre-lien bras-meurbet a-benn aloubiñ an Douar Nevez. C’hoant o doa da vevañ o huñvreoù en ur gavet lec’hioù nevez ha dianav d’an holl, en ur glask dizoloiñ teñzorioù. Gant piv ‘n deus ket bet huñvreet gant ar bedoù dindanzouar, gant ar morioù pell, mammennoù ar mojennoù ? Piv ‘n deus ket bet c’hoant da vezañ pinvidik, goude bezañ baleet war hentoù an Andoù, heñchet gant an Heol e-kreizig-kreiz bro an Inkaed, betek pinvidigezhioù hag istor ar c’hêrioù aour kevrinus… ?