« Mesk ha reuz a vez e Kambr Gembre abaoe m’eo marvet ar C’hentañ Ministr a-greiz ma oa e kompagnunezh ur c’hast. Politikourien diouzh an dibab zo taolet e-kreiz ur gorventenn, hag houmañ ha treiñ-distreiñ ar gwragez a-enep o gwazed ; rak se e vez emglevioù o krouiñ etre strolladoù hag a zo kemm bras etrezo kouskoude. »