E tavarn ar c’hoadoù en em vod an holl loened da selaou, gant aked, ouzh ar marvailhoù a vez kontet gant ar mulod. Ken dister hag e seblant bezañ, eo hemañ
perzh brudetañ ar c’hoadoù e gwirionez. Ha troioù-kaer en doa eñ bet graet avat !
Bet betek en oabl zoken, ha gwelet gantañ planedennoù pell-pell. Ha bet evit gwir o vevañ e-touesk ar stered ivez ? N’eo ket al louarn evit krediñ an dra-se… An noz-se, e teñvalijenn ar c’hoadoù, e vo un tamm mat hiroc’h an hent da zistreiñ d’ar gêr.