Arvarus da gentañ abord, n’eo ket ar menezioù Himalaya un dachenn digevannezus. Rouantelezh ar
frondoù hag ar riz met ivez un douar santel, e kaver enno teñzorioù diniver. E lein ar menezioù – ar re
uhelañ er bed – e kaver loened ha bleunioù estonus ha dibar. Beajiñ a raimp o loc’hañ deus hentoù ar
c’hornôg evit mont war-zu ar reter ha chom a raimp eno a-hed mareoù ar bloaz. Kregiñ a ra ar film-
mañ e-pad ar Goañv e bro-Pakistan en ur ziskouez loened lieseurt evel marmouzed ar menezioù,
leoparded wenn, an dakined souezhus, kevnid hag erered. Kejañ a raimp ivez gant an dud er vro-
mañ, o c’hedal ingal glav ar “mousson” a-benn kaout peadra da vevañ.