Piv omp ?

Kentañ lec’hienn a lak ac’hanoc’h da zibab oberennoù e brezhonneg e stumm niverel !

Breizhvod a zo bet savet gant ar gevredigezh Dizale evit kinnig d’an holl abadennoù sevennet pe advouezhiet e brezhoneg abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 2000.

Filmoù, heuliadennoù, teuflilmoù, tresadennoù-bev e brezhoneg…Gallout a rit hiviziken sellout ouzh kantadoù a eurvezhioù abadennoù e brezhoneg ! Dibabit ho koumanant* ha profitit ! Deoc’h-c’hwi da c’houzout ez eus un nebeud titloù a zo bet embannet e stumm DVD.

Degadoù a eurvezhioù a vez produet pe advouezhiet e brezhoneg bep bloaz evit bezañ skignet gant ar chadennoù lec’hel ((TEBEO, TEBESUD, TVR, FRANCE 3 BRETAGNE & BREZHOWEB) pe er sinema. Peurvuiañ e vezont skignet ur wech nemetken. Gant Breizhvod e c’hellit sellout ouzh an holl abadennoù-mañ forzh pevare ha kement gwech diouzh ho c’hoant !

Kelennerien, bugale en hentad divyezhek, studierien ha deskerien e stummadur-hir ?  Gallout a rit dibab an abadennoù hervez al live yezh, lakaat istitloù war-wel pe get ha klask abadennoù gant ur sil bennak.

Pal Breizhvod a zo  kinnig abadennoù d’an holl-re a zo dedennet gant ar brezhoneg eus ar re vihan betek an dud deuet. E brezhoneg kenkoulz ha n’eus forzh peseurt yezh eo ret en em voaziañ d’al lusk skeudennoù ha gerioù kaset asambles. Kendrec’het omp ez eo Breizhvod un abeg dibar evit tapout ar pleg da sellout ouzh abadennoù ha filmoù e brezhoneg gant plijadur !

Un taol kalon, un evezhiadenn ? Gallout a rit skrivañ deomp pe leuskel ur gerig war ar bajenn Facebook.

Evit gouzout hiroc’h kit war “Mont en-dro” pe “FAQ”.

*Ret eo paeañ evit implij ar servij-mañ : kendrec’het omp e ranker reiñ muioc’h a dalvoudegezh d’un oberenn bet savet e brezhoneg.

Ho hetiñ a reomp abadenn vat deoc’h !

Ul lec’hienn gouestlet d’ar Video diouzh ar goulenn eo BreizhVOD. Kinnig a reomp a bep seurt oberezhioù kleweled, da lavaret eo filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù pe seriennoù ha kement tra e brezhoneg. Oberezhioù advouezhiet e-leizh a zo met ivez oberezhioù bet produet war-eeun e brezhoneg.

Ur sistem SVOD eo BreizhVOD+ ha gantañ e c’hellit lenn kement oberenn gleweled war-eeun ha nouspet gwech, adalek ar poent m’eo kadarn ho koumanant.

Pal BreizhVOD ‘zo – abalamour da se eo anvet hor lec’hienn e mod-se – bodañ. Kavout a reot neuze oberezhioù o tont deus tiez-produiñ liesseurt.

Meret eo BreizhVOD gant ar gevredigezh Dizale. Pal ar gevredigezh-mañ zo diorren ar c’hleweled e brezhoneg hag evit kas ar gefridi-mañ da benn e vezomp skoazellet gant Kuzul rannvro Breizh, gant Kuzul meur Penn-ar-Bed ha gant Ar Redadeg. Ezel eo ivez Dizale deus Produet e Breizh.

Dont a ra an oberezhioù kinniget war BreizhVOD deus meur a di-broduiñ : Dizale, Gwengolo Filmoù, JPL Films, Kalanna, Lionel Buannic Krouiñ, Lyo Productions, Plurielle Productions ha Tita films. Spi hon eus kavout re all diwezhatoc’h…

A wir galon ganeoc’h,
Skipailh BreizhVOD
A galon ganeoc’h,
L’équipe de BreizhVOD