BreizhVOD
  • Filmoù
  • Heuliadoù
  • Tresadennoù-bev
  • Teulfilmoù
  • Kevreañ
  • En em enskrivañ
  • BZH
  • FR
  • Kevreañ
  • En em enskrivañ

Nos actualités

  • FR
  • BZH
  • Filmoù
  • Heuliadoù
  • Tresadennoù-bev
  • Teulfilmoù
  • Kevreañ
  • En em enskrivañ
  • BZH
  • FR
Istitloù
Oad
Live brezhoneg
Searching videos

Goulennoù ?

Ha ret eo din bezañ kennasket ouzh internet evit sellet ouzh ur film e streaming ?

A-benn sellet ouzh ur film e streaming e rankit bezañ kennasket ouzh internet e-pad pellgargañ ar film. Ur wech echu ar frapad pellgargañ n’och ket rediet da chom kennasket ouzh internet a-benn sellet ouzh ur film.

Ma vez gourc’hemennet un DVD ganin, a-benn pegeit e c’hellin degemer anezhi ?

Degemeret e vo ar bladenn video ganeoc’h e korf 2-5 devezh kerkent ha degemeret ho paemant ganeomp. Evit ar gourc’hemenn DVD e c’hellit paeañ dre chekenn war anv “BreizhVod” ha kas anezhi d’ar chomlec’h : BreizhVod – 1 straed ar Baradoz – 29000 KEMPER

Perak e vez goulennet ma chomlec’h a-benn krouiñ ur gont ?

Goulennet vez ho chomlec’h e kenkaz ‘vefe implijet ar gourc’hemenn DVD ganeoc’h. Ne vo ket implijet evit abegoù all avat !

Ha gall’ a ran implij ur film er skol, en-diavaez deus an ti ?

An oberezhioù kinniget war BreizhVOD a c’hell bezañ implijet evit ho tiegezh nemetken. N’oc’h ket aotreet da skignañ ar programoù en-diavaez pa vefe evit abegoù pedagogel pe evit abegoù all. Difennet eo seurt skignadennoù abalamour da velladoù skrivet er C’hod ar Berc’hentiezh Intelektual.

Ma fell deoc’h implij ur program bennak evit skignañ anezhañ er skol, e c’hellit mont e darempred ganeomp avat a-benn kavout un diskoulm.

Ha reizh eo BreizhVOD da-geñver al lezennoù ?

Savet eo bet BreizhVOD en ur zoujañ ouzh al lezennoù. Pep tra zo reizh da-geñver ar gwir.

Penaos paeañ ?

Degemer a reomp un doare da baeañ nemetken : ar paemantoù dre ar rouedad. Ar sistem paemant zo gwarezet gant ar sistem STRIPE.

Degemer a reomp ar chekennoù evit ar gourc’hemenn DVD nemetken pe ar c’houmanantoù bloaziek.

Pet gwech e c’hellan sellet ouzh ur film ?

M’ho peus dibabet da feurmiñ ur film e doare streaming e c’hellot sellet outañ nouspet gwech e-pad 48 eurvezh. Mard oc’h koumanantet da vBreizhvod+, ez eo diouzh ho c’hoant !

Hag an istitloù ?

An darn vrasañ deus an oberezhioù kinniget war BreizhVOD zo kinniget e brezhoneg nemetken hep an istitloù. Evit programoù zo avat e vez kinniget deoc’h un dibab a istitloù galleg pe brezhoneg. Deoc’h da zibab …

Penaos implij an istitloù ?

– Mard eo bet dibabet ganeoc’h feurmiñ ur film (streaming) e rankit klikañ war ar boutonig anvet “cc” ur wech boulc’het lennadenn ar film. Kavout a reot ar boutonig-mañ e traoñ ha war an tu dehoù deus ar fichenn video.

– Evit un DVD eo aesoc’h c’hoazh. Kinniget ‘vo deoc’h an dibab istitloù a-raok kregiñ da sellet ouzh ho film.

Pegeit e chom un oberenn ginniget war BreizhVOD ?

Ober a reomp hor seizh gwellañ evit kinnig oberezhioù e-pad pell. Hor pal zo lakaat kement danvez kleweled bet lakaet e brezhoneg war hor sistem. Siwazh deomp, ne vez ket dalc’het ar gwirioù ganeomp nemetken. Oberezhioù zo a c’hell bezañ kinniget ur frapad amzer ha steuziañ da c’houde.

Peseurt dafar a rankan kaout a-benn implij BreizhVod ?

Ret eo deoc’h bezañ kennasket ouzh internet a dizh bras (ADSL) ha kaout un urzhiataer a-benn implij BreizhVod.

A-fed urzhiataer ez eo gwelloc’h kaout ur Pentium 3 (da lavaret eo adalek ar bloavezh 2003) ha Microsoft SP 2 pe muioc’h. Evit ar re a implij Apple, ez eo gwelloc’h kaout ar sistem Mac OS 10.4 (adalek ar bloavezh 2005) pe gwelloc’h.

Un ergerzher Web nevez awalc’h (bloavezh 2011) zo ret ivez evel Firefox, Chrome, Safari, Internet Explorer 9,…

Da c’houzout
  • Piv omp ?
  • Goulennoù ?
  • Prizioù
  • Mont en-dro ?
Titouroù
  • Chomlec’h
  • Divizoù Hollek Gwerzhañ
  • Steuñv al lec’hienn
  • Menegoù lezenn
Breizhvod

1 rue du paradis
29200 Quimper
breizhvod@breizhvod.com

© BreizhVOD 2021

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.