An triwec’hvet kantved e Breizh. Triwec’h vloaz e oa Marion. Un deiz bennak e oa bet laeret ur seizenn ganti. E-giz-se e oa kroget istor Marion ar Faoued, Kabiten al laeron…
Marion ar Faoued pe Marionig ar Faoued (Marie Louise Tromel er marilh), ganet d’ar 6 a viz Mae 1717 er Faoued (Kernev), ha marvet ouzh ar groug e Kemper d’an 2 a viz Eost 1755, a oa e penn ur vandennad laeron hag a rae he reuz e Kernev hag e Bro-Wened en hanterenn gentañ an xviiivet kantved. Manet eo bev hec’h eñvor, lakaet da vezañ ur seurt Robin Hood, pa ne laere ket ar re baour a-hervez, ha barrek da ziflipañ kuit a-dre krabanoù an archerien.