Horus zo ur c’hrennard leun a vuhez hag a galon, en un natur gouez ha leun a zanjerioù. Eno e vez taget mab-den gant ar bleizi.
Gant Horus e vez tennet ur c’hleze sanket e skoaz un diaoul-maen. Laouen eo gantañ e-unan, hag e kas ar c’hleze d’e dad. Hemañ a varv. War e zalaroù e fizi ur gefridi ennañ : saveteiñ e bobl diouzh ur boud a vez o spontañ ar vro. Ur veaj hir evit adkavout e re a grog evit ar paotr yaouank.