Japan ivez, e mod-all
Yonaguni a zo unan diouzh bihanañ enezeier annezet ar pezh-mell enezeg az a da stummañ Japan. Bez’ eo anezhi ivez kornaouekañ lec’h Japan, kalz tostoc’h da Daïan eget da Dokyo.
Ar fed emañ pell en deus lakaet Yonaguni da vezañ ul lec’h hep e bar merket gant un tremened skrijus, koulz ha gizioù kozh a zo bet kollet pelloc’h en enezeier bras an hanternoz. Ur c’houenn gezeg brosezat o vevañ en o hanter frankiz a gaver eno ivez, hag ouzhpenn-se pezhiadoù blokadoù mein dindan vor kontet gant lod da vezañ ur gêr mil gozh bet koñfontet.
Etre mojenn ha gwirvoud, an tamm karreg-mañ ag eizh kilometr karrez warn-ugent a zo dezhi tuioù lies, hag unan anezho, ha n’eo ket an hini disterañ, a ziskouez un doare Japan dianav ma vever er-maez eus an amzer.