Bagad Ar Meilhoù Glas ha dañserien eus kelc’h Eostiged ar Stangala a gemere perzh e dibunadeg veur Gouel Padrig, e miz Meurzh 2013.
Pedet eo an daou strollad eus Kemper gant kevredigezh Bretoned New York. evit kerzhet en dibunadeg veur a vod 150 000 den. Un abadenn divent a vez sellet gant 2 vilion a dud .
Heuliet int er film-mañ en o zroiad e New-York, en dibunadeg evel-just met an abadennoù liesseurt bet kinniget eno ivez: sonadegoù e Central Park, e Broadway, emgav gant Bretoned New York, un eskemm gant muzisianed ha dañserien Garafunas divroet eus an Inizi Karaibez….