Tra m’emañ o klask pareañ e galon rannet, e skoulm ur soner war ar straed darempredoù gant ur plac’h nevez deuet eus ar Republik Tchek. Kanañ a ra hi ivez, ha seniñ piano. Nac’hañ a ra kemer plas e zousig, met reiñ a ra kalon dezhañ da enrollañ e ganaouennoù, da vont pelloc’h gant ar sonerezh hag adkavout e garantez kollet.