KLEIZHENN K02R02
KLEIZHENN K02R02 Koulzad 2, Heuliadoù, Polis, KLEIZHENN
Oad : +16
Istitloù : galleg
brezhoneg : Barrek

Sinopsiz

Goude ar biladenn a oa bet gant Lee, en em sant Connor e-unan-penn. Santout a ra Catrin, mamm Connor, eo trubuilhet he mab hag e kendrec’h anezhañ da gas an devezh gant Liam, e vreur yaouank.

Tra m’emañ Connor ha Liam o vont dre ar menezioù, e vez rastellet ar c’harter gant Mia ha Lee, da glask war-lerc’h Connor, aon ganto e c’hellfe mont d’ar polis adarre.

En ti-polis e treuzkas ar bennensellerez John elfennoù an afer d’ar skipailh. Diouzh arnodenn ar c’horf-marv e vefe meur a vuntrer. Diouzh un tu-all, un den eus ar vro anvet Karl Lewis zo bet anavezet evel ar skoliad-bet en doa, bloavezhioù abretoc’h, tamallet Geraint Ellis a zrougimplij.

Mont a ra ar bennensellerez John hag an ofiser Vaughan da welet Karl er greizenn dredan, e-lec’h ma labour, evit sevel goulennoù outañ diwar-benn Ellis. N’en deus ket Karl keuz d’ar paotr kozh met e nac’h bezañ liammet d’e varv. Kaset eo Karl d’an ti-polis, diwezhatoc’h, da reiñ ur standilhon TDN.

Dont a ra Mia ha Lee a-benn da gavout Connor, a-benn ar fin, ha da gendrec’hiñ anezhañ da vont d’ur rave party er vaengleuz asambles ganto. A-enep d’e c’hoant, e asant Connor mont.

Tra ma serr an noz ez a spered Connor war zuiñ. Komz a ra ouzh Mia diwar-benn Geraint Ellis. Honnezh a laka en e benn e oa ar paotr kozh dellezek eus ar pezh en deus bet. En ur zistreiñ war droad eus ar vaengleuz, e wel Mia Karl Lewis o vezañ kaset d’ar gêr gant ar polis. Hag e krog ur soñj da zont dezhi. 

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Ed Talfan, Mark Andrew ClarkGant Azilis Bourges, Maxime L’Hostis, Enora De Parscau, Bleuenn Ar Borgn, Erell Beloni, Florian Ebel, Goulwena An Henaff, Jean-Mari Ollivier, Justine Morvan, Klet Beyer, Kristof Ar Menn, Laors Skavenneg, Loeiza Beauvir, Lors Jouin, Mai Lincoln, Manu Mehu, Marion Gwenn, Nolwenn Korbell, Quentin Morvan, Riwal Kermarreg, Sarah Floc’h, Soig Le Hen, Tangi Daniel, Tangi Merien, Tangi Simon, Tifenn Korr, Tifenn Lineatte, Tony Foricheur, Yann-Edern Jourdan, Yann-Herle Gourves, Ylva Fowler
Detektiñ : Arno Vannier
Ren arzel : Laors Skavenneg