Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ Mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. E-pad mizioù e rankint bevañ er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir : tremen en tu-hont d’an harzoù. Aze ‘mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek.
Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch penn da benn pa voe taget o c’hêriadenn gant Daesh e miz Eost 2014. N’o deus mui nemet ur pal abaoe : mont da gaout Bro-Alamagn evit kregiñ eno gant ur vuhez nevez, pell diouzh lec’hioù al lazhadeg he deus skoet o fobl, o c’herent, o mignoned. Ha treiñ a ray o huñvre europat da wir tra m’emañ ar Stadoù o klozañ o harzoù ?
Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.
Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.
Ce contenu est bloqué car il nécessite que vous acceptiez les cookies. Veuillez consulter notre politique de confidentialité.