Bevañ e Kebek
Bevañ e Kebek Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Muioc’h mui a dud a vez dedennet gant Bro-Gebek. E-touez an danvez divroidi-se e kaver kalzig a vretoned hag un toulladig brezhonegerien yaouank a zibab mont da genderc’hel o studioù eno. Klask a ra ar film-mañ kompren petra a sach an dud war zu Bro Gebek. Tud yaouank o paouez en em gavet, met tud all ivez, lod anezho staliet da vat e Montreal pe kêr Kebeg abaoe 10 vloaz, 20 vloaz, pe 60 vloaz zoken….

Dre ur rummad poltredoù e vez dizoloet buhez ar vrezhonegerien divroet-se, penaos int bet degemeret, peseurt diforc’hioù zo bet etre mareoù disheñvel, peseurt sell a daolont ouzh o bro orin, penaos e vevont c’hoazh o identelezh doubl, breizhat ha kebekat….

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Mikael Baudu