Bac’het en e gaoued e Jardin ar plantoù e kej ur c’hozh bleiz borgn deus Alaska gant ur paortig deus Afrika, betek bezañ donvaet gantañ. Gant an eil hag egile e vez kontet an darvoudoù, farsus a-wechoù, kriz a-wechoù all, int bet kaset ganto betek ar zoo kozh e Pariz. Dre an eskemm-se e vo pardonet d’an dud gant ar bleiz kozh hag adkavet holl loened Afrika gant ar paotr bihan, pa soñje dezhañ e oant aet diwar-wel da viken…