Gant inizi enezeg Hawaii e-kreiz ar Meurvor Habaske kaver an holl aozennoù o deus stummet mojenn ar baradoz kollet. Gant ar film-mañ e vo graet anaoudegezh gant al lec’hioù gwirion ha gouez, pell diouzh ar c’hlichedoù ha diouzh an engroez touristed. War inizi Maui, Kauai pe Big Island e vez treuzkaset ar mojennoù diouzh lusk an avelioù kenwerzh.
Kejadennoù dic’hortoz o lakaio d’ober anaoudegezh gant sevenadur Hawaii, gant an natur nerzhus ha volkanek, sioulaet gant kanaouennoù ha dañsoù an Hula.