GLENMOR-DISUJ
GLENMOR-DISUJ Filmoù, Arvest
Oad : +10, +12, +16
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Un abadenn c’hoariva, kan ha sonerezh. C’hoarierien, sonerien ha kanerien o kontañ buhez hag oberennoù Milig ar skañv-Glenmor. War ar skramm-sinema e weler poltriji ha pennadoù filmoù. Piv oa Glenmor ? Penaos eo deut da vezañ un emsaver breizhat ? Ar bloavezhioù kentañ « o fritañ laou » asambles gant al livour Alan an Nost. Penaos en doa graet anaoudegezh gant Xavier Grall e Lokireg. Xavier Grall ha Glenmor gant an anvioù Arzel ha Glen daou haroz « Ar Fest-Noz » (Fête de Nuit) X. Grall. Penaos e voe savet ar gelaouenn La Nation Bretonne ganto. Maro Xavier Grall e 1982. Glenmor ha Fanch Bernard o vont da ganañ da Vro-Savoie. Glenmor ha Leo Ferre o kanañ e 1972. Glenmor e Bobino. Katell ha Glenmor. Glenmor o chom a-sav da ganañ evit gellout skrivañ romantoù. Glenmor er beurbadelezh. Klevet a reer meur a ganaouenn savet gantañ (Le Retour, Larmes d’un copain, 20 ans déjà, il se fit âne, Viviana, O Keltia, Groñvel, War hent Ker Dundee, D’un ugent a viz Gwengolo,…).

Skrivet gant Goulc’han Kervella gant skoazell Katell, Fanch Bernard, Herve ar Borgn, Andre Le Pape, Jean-François Kervern, Alain Le Nost…

C’hoariet gant Nikol ar Vourc’h, Bob Simon, Yann-Edern Jourdan, Goulc’han Kervella (Ar Vro Bagan).

Sonet gant Patrick Audouin, Xavier Le Comte, Pol ha Herve Kefeleant – Triskell, Fanch Bernard, Jean-Charles Huitorel, Pierre Thebault.

Kanet gant Andrea ar Gouilh, Clarisse Lavanant, Yvon Etienne ha Gweltaz ar Fur.

Glenmor (Milig ar Skañv e oa e anv e brezhoneg, Émile Le Scanf en ti-kêr), a oa ur barzh brezhoneger, ur c’haner, oberour ha sonaozour brudet.

Ganet eo bet d’ar 25 a viz Even 1931 e Mêl-Karaez. Aet eo d’an anaon d’an 18 a viz Even 1996 e Kemperle.

Savet e voe Strollad ar Vro Bagan e Plouneour-Traezh er bloavezh 1973-1974, e diabarzh Oaled Sevenadurel ar Vro Bagan (1965). E 1979 eo deut da chom da Blougerne el lec’h m’emañ atav bremañ. Adalek 1982 ez eus bet tud a vicher er strollad evit sevel pezhioù diouto o-unan (evit ar vugale hag evit ar re gozh) hag evit ober war-dro ar pezhioù-c’hoari brasoc’h, ma c’hoari tud all ivez ha n’int ket tud a vicher.

Sevel a ra ar strollad pezhioù-c’hoari e brezhoneg, e galleg-brezhoneg, pe e galleg. Danvez Breizh ha Keltia a vez pleustret gant Ar Vro Bagan : ar yezh, ar sevenadur, an istor.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Goulc'han KervellaGant Goulc'han Kervella, Bob Simon, Nicole ar Vourc’h, Yann-Edern Jourdan
Ren arzel : Goulc'han Kervella
Enrollañ : Jean Mari Ollivier
Kemmeskañ : Jean Mari Ollivier