Ur c’hazh orañjez, du e roudennoù, ront eo gorf ha na soñj nemet en ennañ. N’eo ra ken ‘met debriñ, kousket, sellet ouzh an tele ha c’hoari da abusiñ e amzer. Un haroz a-vremañ, digemplezh ha komedian a-feson eo. Garfield ‘zo lezirek, beg lipous, grignous, asur, chaoker, fin (betek re?) ha prest d’ober kement ha ma zo ezhomm da dizhout e bal. Dreist-holl pa vez kaoz a vont diouzh taol !