War karreg ur porzh kozh e kav hir he amzer ar vigornez vunut, an hunvre ganti beajiñ dre ar bed. En em gavout a ra, un deiz, ur pezh balum askellek hag a ginnig kas anezhi gantañ dre ar meurvorioù. Ur veaj brav ha marvailhus a reomp a-drugarez d’ar vignoniezh dic’hortoz-se, a gas ac’hanomp eus pezhioù pikolioù traoù d’ar re vunutañ.
Gant krouerien « Ar Grouffalo » ha « Zog », diwar an albom gant Julia Donaldson hag Alex Scheffler.