Ar soner hag ar bleiz |kontadenn e brezhoneg | BreizhVOD
Ar soner hag ar bleiz
Ar soner hag ar bleiz Filmoù, Arvest
Oad : +6, +10
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Ar soner hag ar bleiz, ur gontadenn skrivet gant Goulc’han Kervella diwar ur galedenn a zen bet skrivet gant Yeun ar Gow. Matilin an Dall, abarder, ha Yann ar Chapel, biniaouer, a zo bet pedet er friko e kreiz Menez Are. ont a zo o ren er vro ur bugelig a zo bet laeret gant ur bleiz ha kaset gantan en ur c’hoad bras. Daoust da se ez a an eured hag ar friko en-dro …

Pezh-c’hoari skrivet gant Goulc’han Kervella ha c’hoariet gant Nicole ar Vourc’h, Goulc’han Kervella, sonerien ha dañserien.
Tresadennoù gant Anna Duval Guennoc.
Sonerien : Christian Loaëc ha Gaël Nicol.

Levr-DVD embannet gant TES.

Ti-embann ar skolioù pe Ti-embann ar skolioù brezhonek, berraet e TES, a zo un embanner brezhonek diazezet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor, Breizh).

Krouet eo bet diwar un emglev politikel etre ar stad c’hall, Rannvro Breizh ha Departamantoù Breizh evit pourchas levrioù-skol pe dafar-kelenn a bep seurt all d’ar yaouankizoù a zo o teskiñ dre ar brezhoneg ha d’o c’helennerien.
Kaset e vez al levrioù da bep skol vrezhonek eus an teir rouedad skolioù, Dihun (Deskadurezh katolik), Div yezh (Deskadurezh-Stad), Diwan Breizh (Deskadurezh meret gant kevredigezhioù) kevreet.

Yeun ar GowYves Le Goff (1897-1966) en ti-kêr, a zo ur skrivagner brezhonek lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ a zo bet en XXvet kantved. Noter e oa e Gouezeg.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Youenn ChapalainGant Goulc'han Kervella, Nicole ar Vourc’h
Ren arzel : Goulc'han Kervella
Enrollañ : Jean Mari Ollivier
Kemmeskañ : Jean Mari Ollivier