Albator

E tarzh ar 31añ kantved eo an denelezh dindan yev teknologiezh ar robotoù. Bevañ a ra an dud er binvidigezh ha ne welont ket ar Mazoned spontus o tont da aloubiñ an Douar. Ar c’habiten Albator zo e penn ur skipailh. Dianzavet eo gant an holl. Koulskoude e wel sklaer an dañjer bras o tont evit Douariz. Mont a ra war-zu an egor…