Pa zistro JJ Magill da Vro Iwerzhon emañ embregerezh ar familh o vont da get. Galvet eo JJ evit ur c’hefridi skoazellañ er mor, asambles gant e vreur Macdara ha Jakub, un den dianavezet gantañ. War bourzh ar vag, An Bronntanas (ar prof) he anv, e kavont korf ur plac’h bet muntret. Re ziwezhat eo eviti met, kuzhet war vourzh, e tizolo Jakub ha Macdara un dra a c’hello cheñch o buhez da viken.