Skrapet eo Megan gant Dylan ha bac’het gantañ e kav ur c’hozh ti en e boull zo war douaroù ar familh. Kuzhat a ra e bick-up, hag e krog d’ober gant ur monospas kozh en e blas. Iona, mamm Dylan, dismegañsus ouzh he mab hag e verc’h Nia, zo fuloret. Pa ra anv eus Megan, e ra ar c’hast anezhi. Karget eo ar bolised Mari ha Ryan d’ober an enklask a di da di. Diskred he deus Mari war Dylan, met ne gas ket he soñj pelloc’h.