Goulennatet eo mignon-bet Lowri gant Cadi hag Owen, met n’o deus prouenn ebet a liammfe anezhañ d’an arsailh. Mont a reont war roudoù karr an arsailher, nemet eo enrollet e anv ur paotr, William Parry, marvet un nebeut bloavezhioù kent. Mantret-holl eo Megan, ar studierez, goude bezañ kollet frouezh he labour. Kuitaat a ra ar skol-veur. En ur c’hlask lakaat fin d’he buhez, en em gav dre zegouezh gant Dylan, tra ma oa hemañ war-lerc’h ur preizh nevez.