An Etiopi war roudoù an abisini
An Etiopi war roudoù an abisini Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Gwalennoù a vil vern he deus gouzañvet an Etiopi diwarne, ha n’eo ket bet aes dezhi ‘pad pell desachañ evezh an douristed warni. Ar vro vras-mañ, ‘zo div wech ledanoc’h he gorread evit hini bro-Frañs, ‘gaver enni koulskoude lec’hioù istorel ha naturel diouzh an druilh.

« Diabelloù – an Etiopi » a gaso ac’hanoc’h da weladenniñ uhelgompezennoù hanternoz ar vro, o sevenadurioù, o c’henelioù hag o relijionoù lies o kenvevañ eno ur souezh.

Unan eus koshañ stadoù ar bed eo an Etiopi, dellezek eo da zesachañ evezh an holl war an Abisini gaer-se, a zo chomet dizro keid-all amzer.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Eric BacosGant Tangi Merien