Distreiñ a ra Mia, Lee ha Connor d’ar gêr, skoet ha mut en oto goude ar muntr. Tenn eo an aergelc’h.
An deiz warlec’h, nepell da Blaenau-Ffestiniog, e kav Hefin, perc’henn ar stal-esañs, korf e feurmour e poull e c’harrdi hag e galv ar polis. Kaset eo identelezh ar reuziad d’ar bennensellerez John. Sion Wells, bet en toull-bac’h, feurmour un ti nes a glaske adlakaat e vuhez war an tu mat.
Krediñ a ra da Cadi e c’hellfe an afer bezañ liammet da hini Ellis. Kontañ a ra Hefin diouzh ar jeu a oa bet an derc’hent hag e c’houlenn Cadi digantañ deskrivañ an tri den yaouank empleget. O klevout e ‘oa un dukardez a c’hwezek vloaz e penn ar strollad, e krog Cadi da soñjal e c’hellfe bezañ kaoz eus ar plac’h he deus komzet ganti an derc’hent er skol. Harz zo lakaet war Mia, met n’eus roud ebet anezhi nebelc’h.
E-keit-se eo harzet Lee tra ma klask kuitaat ar gêriadenn. Mont a ra Connor, a n’hall ket padout gant ar pezh en deus graet, e-unan-penn war-zu al lenn, debret gant kablusded ha dizesperet, tonket e blanedenn.