Kurdistan – ist gall

Kurdistan – ist gall

Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
Istitloù : galleg
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus ur gevredigezh a vignoniezh etre Breizh hag ar Gurded. D’e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c’hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc’hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c’hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec’h m’o deus ar repuidi bevet ar pezh a c’hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc’hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d’an holl plac’h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se.
Ur film gant Mikael Baudu ha Stephane Gaouyer kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Mikael Baudu