Korea ar Su, ur bed dianav

Korea ar Su, ur bed dianav

Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Bro e-touez ar re baourañ er bed da fin brezel skrijus 1953, ur souezh eo gwelet pegen buan eo aet war-raok Korea ar Su betek dont da vezañ ur c’halloudezh ekonomikel diouzh ar re bouezusañ. An dizagn hag ar savouriezh er c’hêrioù a zo skouerioù anat anezho diouzh an nerzh o virvilhañ enni.
Met a-dreñv tu giz nevez kêr Seoul ez eus kuzhet ur Gorea all, hini hec’h amzerioù kentañ, pa veze graet « Bro ar Mintinvezhioù Sioul » anezhi, ur bed ma tihun an temploù boudaat ouzh al leternioù da darzh an deiz ha ma tispak peoc’h diwar ar plantadegoù te hag ar rizegi.
Bezit deut mat er Gorea dianav-se a zo braventezioù naturel a-vil-vern enni ha pennhêrez ur sevenadurezh kaer ouzhpenn mil bloaz.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Eric BacosGant Kenan an Habask