E penn-kentañ ar c’hwezhekvet kantved, ar boblañs henvroat mec’hikan a oa dek milion a dud anezhi, hag-int o vezañ perzh eus ur sevenadurezh kreñv a veze diouti diboe tri milved. Goude donedigezh ar Spagnoled, daou ved eo zo bet o teuziñ asambles evit genel ur gevredigezh hiron he deus gwarezet herezh ar sevenadurezhioù mezoamerikan.
Kaoz zo amañ deus an Olmeked, an Dolteked, ar Zapoteked, ar Vic’hteked, an Azteked, ha dreist-holl, ar Vayaed. An holl bobloù-se o deus lezet o roud da viken e don kalon Mec’hiko.