Pendjab, Bro he femp stêr | BreizhVOD
Pendjab, Bro he femp stêr

Pendjab, Bro he femp stêr

Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Bro he femp stêr eo Pendjab e perseg. Kalatrez gwinizh ar vro eo ar Stad-se lec’hiet er gwalarn da India. Bez’emañ ivez e-touez ar Stadoù pinvidikañ a zo. Goude bezañ nebeutoc’h anavezet, ha rak-se nebeutoc’h gweladennet, eget he amezeg ar Rajasthan, un heritaj sevenadurel pinvidik a zo gant ar Pendjab, war-lerc’h bezañ bet aloubet meur a wech diouzhtu gant ar Bersed, ar C’hresianed pe c’hoazh tud Breizh-Veur.

Houmañ, bro ar Vaharadjahed-mañ, a zo anezhi kavell ar relijion sikh hag he santel a lec’h : an Templ Aour. Ar c’haer a savadur sakr-se, goloet-holl gant aour, a zo e kreiz kalon kêr Amritsar.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Narinderpal Singh ChandokGant Youenn Chapalain

Ouzhpennet nevez zo