Daoust m’eo modern ha ma ra berzh Sultanelezh Oman gant e direoul, n’eo ket bet ankouaeet e henvoazioù ganti. Kevrinus eo chomet ar vro-se e-pad pell. Ur bern gweledvaoù a bep seurt a gaver er vro-se : dezerzhioù, loc’hoù, traezhennoù ha menezioù douraet evel zo dleet. Pell emañ Oman eus kliched an tachennoù sec’h ha krin e ledenez Arabia.
Pinvidik eo hengounioù ar vro, strujus eo he natur alies, bro ar mor eo ivez. Unan eus sekredoù kuzhet mat ar Reter Nesañ eo Oman.
This is an error message