Koulzad 3, Merc'her Beure, Heuliadoù, PolisN’houll ket Faith klevet kontañ deus goulennoù groñs he mamm. Ken dipitet eo honnezh ken ez a pelloc’h gant hec’h itrikoù ha lakaat Steve koulz hag Evan en arvar. Poent-bras eo kaout divizoù sklaer evit a denn da Osian, klañvoc’h-klañv anezhañ. Goude un nozvezh asambles o-daou e seblant da Faith ha da Steve e c’hallint skarzhañ ar skoilhoù diwar o hent, marteze.