Drouklazh Elwyn Jones, ur pastor eus ar vro, a gas an enseller Mathias war e bare, asambles gant e skipailh, don e sekredoù ur gêriadenn vihan war maezioù Aberystwyth. E-keit-se e vez an ofiserez Owens o ren un enklask evit gouzout piv ‘neus taget Mathias. Krediñ a ra dezhi eo Iwan Thomas an hini eo. Prosser, diouzh e du, a ra e seizh posupl evit gwareziñ Mathias, hag en em wareziñ e-unan, tra m’emañ ar wirionez o tont war c’hore tamm-ha-tamm.